Gaius Valens Hostilianus Messius Quintus (marv e 251) a oa impalaer roman e 251 goude marv e dad Decius hag e vreur Herennius Etruscus en Emgann Abrittus. N'ouzer ket pegoulz e oa bet ganet ha daoust dezhañ bezañ ur priñs ne roas e dad post ofisiel ebet dezhañ, estreget hini princeps iuventutis (priñs ar yaouankiz).
Goude marv Decius hag Herennius Etruscus e voe anvet Trebonianus Gallus da impalaer gant lu an Danav. E Roma, padal, e choazas ar Sened Hostilianus. Ur jeneral doujet e oa Trebonianus Gallus hag e-pad ur maread e oa aon gant an dud e vije ur brezel-diabarzh arall. Divizout a reas Trebonianus Gallus asantiñ da youl ar Sened met diwezhatoc'h e 251 e varvas Hostilianus gant ar vosenn.
An Impalaerien roman | ||
Anarkiezh vilourel | ||
En e raok : Decius ha Herennius Etruscus |
Hostilianus (251) |
War e lerc'h : Trebonianus Gallus ha Volusianus |
Heuliad Henroma |